Un tiig war ar maez (Une maisonnette à la campagne)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Un tiig war ar maez (Une maisonnette à la campagne)

Chansons Bretonnes - Un tiig war ar maez (Une maisonnette à la campagne) Lyrics

Me am-eus eun tiig war ar mêz
Hag a zo toet gand krampouez;
E vogeriou zo greet gand youd,
Al lorzi gand lêz ribot.

Pa baro an heol war an to,
Ma hrampoueenn a grazo.
Pa gouezo ar glao war ma zi,
'H in 'n eur neuial gand ar gwazi.

Kouezet ma moger en he foull,
Ba' ma zoenn 'zo eun toull.
Ma hazig a lip ar yod;
Ma hi du a dap e lod.

Me am-eus debret leur ma zi
Gand plijadur, 'n eur hoari.
Ha bremañ ne jom mui netra
Nemed yod da zifoeltra.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)