Ti Eliz Iza (La maison d'Eliz Iza)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ti Eliz Iza (La maison d'Eliz Iza)

Chansons Bretonnes - Ti Eliz Iza (La maison d'Eliz Iza) Lyrics

Ti Eliz Iza 'zo ur plac'hig
Eürus, dous, koant 'vel un aelig

Eürus, dous, koant 'vel un aelig
He anv 'zo Korantenig

'Vont d'an Ejip dre ar Saozon
Ma zad 'zo beuzet kreiz ar mor don

Kalon ma mamm baour a ranne
Pa n'oa klevet ar c'heloù-se

War vord ar mor, war ur garreg
Korantenig 'ouele dourek

"Alas, alas piv ez on me
Me n'am eus den war ar bed-mañ

Me n'am eus den war an douar
Na tad na mamm, na breur na c'hoar

'Barzh an neñvoù zo un tad mat
E Rumengol 'zo ur vamm vat"

Korantenig 'ouele dourek
E Rumengol p'oa erruet

"Gwerc'hez Vari, me a zo paour
N'am eus mann 'bet, blev melen aour

Me m'eus na koar na goulaouenn,
Netra, netra, 'met ma fedenn

Me a rei deoc'h 'vit kurunenn
Ur gudenn deus ma blev melen"


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)