paroles Chansons Bretonnes Metig

Chansons Bretonnes - Metig Lyrics

Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet (bis)
An istor eus va daeroù (la lo, la la la lo, la la la la la lo) ha ma foanioù kalet (bis)

Me zo ur c'hloareg yaouank eus eskopti Kemper (bis)
O vont d'ober e studi (la lo...) e skolaj Landreger (bis)

E bord ar mor on ganet, 'barzh bro Sant Gwenole
Ha biskoazh nemet glac'har ne'm eus bet em buhez

Glac'har a wir garantez, setu va flanedenn
Planedenn rust ha kalet da heuliañ penn-da-benn

Pa oan em bugaleaj, va mamm baour alies
A lavare din "Va mab, kar ha ped ar Werc'hez"

"Ped anezhi, va mabig, ped Gwerc'hez Remungol
M'he fedez a wir galon, ned i jamez da goll"

He fedet am eus bepred, ha bremañ 'raok mervel
Me 'gano he meuleudioù d'am breudeur Breizh-Izel

Pa gimiadis diouzh va zud 'vit mont pell diouzh ar gêr
Evit mont war ar studi da skolaj Landreger

Ne oan ket 'met pemzek vloaz, me a ouele dourek
Rak evidon ne oa ken, siwazh, a eürusted

O tostaat ouzh Landreger, me 'gavas ur plac'hig
Koant evel un ael Doue, hec'h anv oa Metig

D'ar gouent e ya ivez, 'vel ma 'c'h an d'ar studi
He c'halon a oa mantret kement ha va hini

"Salud deoc'h, plac'hig yaouank", a lavaris dezhi
"Eveldon oc'h ankeniet o kuitaat tud ho ti

Ho tornig flour em dornig lakit gant karantez
Evit ma vimp eürusoc'h o ouelañ asambles"

Ar plac'hig a lavaras : "O kloareg Gwenole
Pedomp Doue alies an eil 'vit egile"

Er joa koulz en anken, dalc'hit soñj a Vetig
Eus a-vremañ da viken ez eo ho mestrezig"

Erru e kêr Landreger, erru e penn hon hent
Me 'voe kaset d'ar skolaj ha Metig d'ar gouent

An disparti 'oa kalet, c'hwerv hag ankenius
An eürusted er bed-mañ n'eo ket un dra badus

Dre ma chomis er skolaj, skeudenn dous Metig kaezh
E-pad an noz dirazon a zeue alies

Neuze e peden Doue ha sent kozh Breizh-Izel


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)