Amañ pell diouzh an trouz
Hag holl safar ar bed
Ar maezioù am c'helenn kenkoulz
Hag ar gouiziekañ doktored
Ar dour-red hep arest
A-dreuz ar bokedoù
Da Zoue e tlean mont prest
Hep luziañ er plijadurioù
Ar gwez bras en avel
A bep tu vez fouetet
Kouezhañ rin mar savan uhel
Suroc'h eo ar vertuz kuzhet
An delioù a chom fresk
Pa vent stag ouzh ar gwez
Evel delioù dinerzh ha bresk
E weñvin mar kuitan Doue
Kanañ ra lapoused
D'o c'hrouer meuleudi
Me, a c'henou hag a spered
A dle kaeroc'h c'hoazh hen heulhiñ
Ar bleunioù a ziwan
Hag a sec'h en un deiz
Bremañ ivez yac'h e vevan
Arc'hoazh e varvin marteze
C'hwi hepken, va Doue,
A glaskan e pep tra
Deoc'h e ouestlan va holl vuhez
Labour, dihan, anken ha joa
Gant fiziañs, an dañvad
A heuilh e c'houarnour;
Me 'yelo gant Jezuz dalc'hmat
Ne heuilhin ket ar bed treitour
Al laboused a gan
Meuleudi d'o c'hrouer
Evelto 'veulimp hep ehan
Doue, va Mestr ha va Zalver.
Pep tra 'vidoc'h eta,
Doue a garantez :
Poan, labour, melkoni ha joa
Hirio hag e-pad va buhez.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)