Son ar sistr (La chanson du cidre)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Son ar sistr (La chanson du cidre)

Chansons Bretonnes - Son ar sistr (La chanson du cidre) Lyrics

Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat, loñla
Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat
Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat
Ur blank, ur blank ar chopinad loñla
Ur blank, ur blank ar chopinad

Ar sistr zo graet 'vit bout evet, loñla
Hag ar merc'hed 'vit bout karet

Karomp pep hini e hini, loñla
'Vo kuit da zen kaout jalousi

N'oan ket c'hoazh tri miz eureujet, loñla
'Ben 'vezen bemdez chikanet

Taolioù botoù, fasadigoù, loñla
Ha toull an nor 'wechadigoù

Met n'eo ket se 'ra poan-spered din, loñla
Ar pezh 'oa bet lavaret din

Lâret 'oa din 'oan butuner, loñla
Ha lonker sistr ha merc'hetaer

Ev sistr 'ta Laou, rak sistr zo mat, loñla
Ur blank, ur blank ar chopinad


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)