Bro gozh ma zadoù (Le vieux pays de mes ancêtres)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Bro gozh ma zadoù (Le vieux pays de mes ancêtres)

Chansons Bretonnes - Bro gozh ma zadoù (Le vieux pays de mes ancêtres) Lyrics

Ni Breizhiz a galon, karomp hor gwir vro
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro
Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat
A skuilhas eviti o gwad

O Breizh, ma bro
Me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro

Ar Vretoned zo tud kalet ha kreñv
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno
O pegen kaer ez out, ma bro

Breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed
Pep menez, pep traoñienn da'm c'halon zo kaer
Enno 'kousk meur a vreizhad taer

Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras
He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh
He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz
Dihunet out bremañ, ma Breizh


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)