I
Petra zo nevez e Kêr-Iz
Mard eo ken foll ar yaouankiz
Mar klevan-me ar biniou,
Ar vombard hag an telennoù ?
N'eus e Kêr-Iz netra nevez,
An ebatoù-mañ vez bemdez;
N'eus e Kêr-Iz nemet traoù kozh,
Rak ar festoù-mañ vez bemnoz.
Bodennoù drez zo diwanet
E dor an ilizoù prennet,
Ha, war ar baourien o ouelañ,
Ec'h iser ar chas d'o drailhañ.
Da c'hwezek vloaz, an holl verc'hed
N'o deus Doue, met ar pec'hed;
Ha, da ober e gurunenn,
E roont o c'haerañ rozenn.
Ahez, merc'h ar Roue Gralon,
Tan an ifern en he c'halon,
Er penn kentañ eus an diroll,
A drein d'he heul ar gêr da goll.
Sant Gwenole, gant kalonad,
Zo bet meur wech o kaout he zad,
Ha, gant daeloù, an den Doue
En deus lavaret d'ar Roue:
"Gralon, Gralon, laka evezh
En dizurzhioù a ren Ahez:
Rak tremenet vo an amzer
Pa skuilho Doue e gounner !
El lec'h ma oa c'hoarzhadeg kent,
E vo neuze skrignadeg dent,
El lec'h ma oa kanaouennoù
E vo klevet skrijadennoù !"
Hag ar Roue kozh, spouronet,
E verc'h en deveus kelennet:
Met, diskaret dre ar gozhni,
N'eus mui a nerzh da stourm outi.
Ha, skuizh gant rebechoù he zad,
Evit mont diouzh e zaoulagad,
He deus graet, gant drouksperejoù,
Ur palez kaer tost d'ar skluzioù.
Eno, gant hec'h amourouzien,
Emañ fenoz an abadenn,
Eno, en aour har er perlez,
Evel an heol e par Ahez...
II
"Plijadur deoc'h er palez-mañ,
Merc'hed jentil ha paotred skañv,
Plijadur deoc'h ha nozvezh grenn"
Eme ur priñs, en ur antren.
Ar Priñs a zouge dilhad ruz,
E varv a oa hir ha du,
E holl izili a verve
Hag e zaoulagad a zeve.
"Ra viot deuet mat, estrañjour",
Eme Ahez, gant ur beg flour,
"Ya, ra viot deuet ar gwellañ
Mar an'vezit an traoù fallañ."
"Neuze me 'm bo degemer mat",
A respontas an divroad:
"Rak me er fall zo ken desket
Hag an hini 'neus e grouet."
Ha kerkent Ahez d'e bediñ
Da ober un dro zañs ganti,
Hag an holl, a-enep Doue,
Gwashañ ma c'hallent a doue.
Pa oa d'an abadenn-se fin
Dañser Ahez, en ur c'hoarzhin,
Hag en ur sevel e zivskoaz
A lavaras : "N'ouzoc'h netra !"
"Kerc'hit din-me eus a Gêr-Iz
Veseilhou santel an iliz;
Kerc'hit kroaz ar C'hrusifiet
Un osti sakr hag e welfet !"
Ahez a respontas timat:
"Kavet 'vint e iliz va zad;
Rak va zad diot c'hoazh a gred
En tromper-se a Nazared !..."
Tri a redas e berr-amzer
Hag a ziskaras an aoter,
Hag an traoù sakr 'voe douget
Etre o daouarn milliget.
Ar Priñs ruz, raktal m'o gwelas,
A greiz e galon a c'hoarzhas
Hag e lavaras, joa ennañ:
"Plijadur deoc'h er palez-mañ !"
Da gentañ, a daolioù botoù,
E vruzhunas ar veseilhou.
Goude 'flastras ar grusifi
Hag e krañchas war an osti !
Ha warno, gant an holl en noazh,
En ur ganañ : "Mallozh d'ar groaz !"
'Reas, e seizh stumm disheñvel,
Dañsoù ar Seizh Pec'hed Marvel.
Kerkent ar palez a grenas
Hag ar c'hurunoù a strakas,
Hag a-dreuz o selloù nec'het
E skoas tan glas al luc'hed.
"Na c'hwi 'wel", eme ar Priñs Ruz,
"Me laka Doue war e du..."
Hag e lavarent gant glac'har:
"Ahez he deus kavet he far !"
III
Pa oa fin d'ar sakrilejoù,
Mesajer an drouksperejoù
Chomet e-unan er palez
A dostaas da gaout Ahez:
"Va dousig koant, merc'h da C'hralon,
Ha muiañ-karet va c'halon,
Ha n'hallfen-me ket e neb giz
Gwelet alc'houez skluzioù kêr Iz ?
- Va zad a zoug en e gerc'henn
Un alc'houez aour diouzh ur chadenn.
Va zad bremañ a zo kousket
Ha kaout an alc'houez n'hallan ket."
Mes eñ d'he zreid en em strinkas
Ha d'he dornig flour a bokas
Hag he dallas dre e selloù
Karget a dan hag a zaeloù.
IV
Hep gou't ar pezh a dremene
Neuze, ur pennad ac'hane,
En e balez, ar Roue kozh
A oa kousket e-kreiz an noz.
Kambr paour Gralon ne oa enni,
Netra nemet ur grusifi
Deuet a zorn ur mignon ker,
Sant Kaourintin, Eskob Kemper.
Netra nemet un Aviel
Roet c'hoazh gant un den santel
Roet dezhañ gant Gwenole
Evel ur merk a garantez.
Kaer en e gozhni, 'vel un Ael,
E kouske Roue Breizh-Izel,
Hag en-dro d'e dal, e vlev gwenn
A rae, dispak, ur gurunenn.
Neuze, Ahez, ar Briñsez fall
Evel pa vije skoet dall
En e gambr, hep aon rak Doue,
A deu da laerezh an alc'houez.
'N ur vale skañv, war beg he zroad,
E tosta ar verc'h ouzh he zad,
Ha goustadik, deus e gerc'henn,
E tenn, hep c'hoarzhin, ar chadenn.
V
Piv zo 'tont du-hont gant ar ru,
Pignet war un inkane du,
Hag eñ d'an daoulamm war e gein,
Ken na strink an tan diouzh ar vein ?
Hennezh eo mesajer Doue
Degaset en Iz d'ar Roue;
Hennezh eo abostol ar Feiz,
Sant Wenole, karet e Breizh.
Tostaat a ra 'n ur c'haloupat
En e zorn dehou e vazh Abad,
Har ur stol aour war e sae wenn
Hag ur c'helc'h tan en-dro d'e benn.
Setu-eñ 'tal dor ar palez
E-lec'h 'mañ kousket tad Ahez.
Diwar e varc'h, an den santel
A c'halv, en nozh, a vouez uhel:
"Gralon, Gralon, sav hep dale,
Sav evit heuliañ Gwenole,
Sav evit tec'het raok ar mor:
Skluzioù Kêr Iz a zo digor !"
Hag ar Roue kozh, trubuilhet,
Er-maez e wele zo sailhet:
"Din-me, din-me, va marc'h primañ !
Siwazh! Peurgollet ar gêr-mañ !"
Ha gant glac'har, e berr-amzer,
E kerzh da heul e vignon ker,
Ha war o lerc'h, en ur yudal,
E klevont ar mor o ruilhal.
Neuze ar Briñsez dirollet
Hec'h amourous ganti kollet
Dre Gêr-Iz, a-gleiz hag a-zehou,
A rede, dispaket he blev.
Mes pa glev daoulamm ar c'hezeg
A-raok ar mor o tiredek,
Dre al luc'hed, gant nec'hamant,
E an'vez he zad hag ar Sant.
"Va zad, va zad, mar am c'harit,
War ho marc'h skañv va c'hemerit"
Hag hep respont, an tad tener
A zav e verc'h war an talier.
Kerkent ar mor a vuana
Ha Gwenole, en ur grenañ,
A gri : "Gralon, taol an diaoul-se
Diwar dalier da inkane !"
Koulkoude c'hoazh, leun a enkrez,
An tad a zalc'h ar bec'herez;
Mes ar sant a ra sin ar groaz
A zeu hag a sko gant e vazh.
Kerkent mestrez an droukspered
A ruilh er mor bras fuloret,
Hag e klev tost ar Roue kozh
Ur c'hoarzh skiltrus e-kreiz an noz.
Mes, rentet skañvoc'h, hep dale,
E sailh prim da heul Gwenole
Hag e varc'h, gleb e beder c'har,
A lamm eus ar mor d'an douar.
Bremañ aet da Vari Vorgan,
Ahez, ouzh skeud al loar, a gan,
A gan hag, en ur vousc'hoarzhin,
A grib er mor he blev bezhin.
VI
Da sav-heol, ar Sant ha Gralon
A bigne war lein Menez-C'hom,
A zo e dreid e-barzh en traezh,
Hag a sell ouzh Douarnenez.
Ac'hane, Roue Breizh-Izel
War e lerc'h a daolas ur sell;
Mes, e-lec'h Iz, gant he dek dor,
Ne welas mui nemet ar mor.
"Ur gêr am boa eus ar gaerañ,
Ha setu-hi aet da netra !..."
Hag e galon holl a frailhas
Hag e zaoulagad a ouelas.
"Gralon, Gralon", 'me Gwenole,
"Gralon, d'an daoulin ganin-me."
Ha Gralon, dindan e c'hlac'har,
Gouezhas d'an daoulin d'an douar.
Hag eno, dispak e vlev gwenn,
Hag e dal stouet er boultrenn,
E lavare c'hoazh ar Roue:
"Ra vo graet bolontez Doue !"
Pa savas diwar e zaoulin
Dindan tan flamm heol ar mintin
E welas, a-dreuz e zaeloù,
O lugerniñ Maen Ruz ar Gouloù.
War ar maen-se, hon tadoù-kozh
A skuilhe gwad d'un Doue faos
Hag ar Roue, e berr-amzer,
A lavaras d'e vignon ker:
"Du-hont, en eñvor a Gêr-Iz,
Me 'savo d'ar feiz un iliz,
Hag evit testeniñ d'an holl
M'hec'h anvo Iliz Rumengol.
Rak war daol-wenn ruz Tentalez
Ma lakay da ren ar Werc'hez
Ha bep bloaz, en enor d'ar groaz,
E rin ober un pardon bras.
Eno an holl dud aflijet
A gavo d'o foanioù remed
Ha silvidigezh d'o ene,
Dre c'hras Mari, gwir vamm Doue.
Pa vo an doueoù marv
Ha kouezhet meur a goad derv
Un deiz, diouzh ar pevar avel,
E teuio di pobl Breizh-Izel.
Neuze, ma vez soñj eus Gralon,
E vo lavaret a galon:
Bras ar burzhudoù a zo bet
E-barzh an amzer dremenet !"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)