Prosez ur yar (Procès d'une poule)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Prosez ur yar (Procès d'une poule)

Chansons Bretonnes - Prosez ur yar (Procès d'une poule) Lyrics

Pa oan o tremen bourc'h Plestin
Oh jolie ma ceinture
Kavis digarez da c'hoarzhin
Oh jolie ma ceinture, diguedi
Oh jolie ma ceinture

Welet ur gozh wrac'h divergont
'Devoa ezhomm un tamm arc'hant

Hag he deus laeret ur gozh yar
Hag hi c'haset d'ar presbitoar

D'ar presbitoar 'deus hi kaset
Ha seizh gwenneg ez eo gwerzhet

Ha seizh gwenneg ez eo gwerzhet
An hini gozh 'deus o zouchet

Unan eus he anaoudegez
Ya d'ar presbitoar un devezh

Anav he yar deus he chupenn
Jardin ar Person o pourmen

"Elial me hañ, Aotrou Person,
C'hwi ne n'oc'h ket den a feson

Me broufe deoc'h dirak an dud
'Peus laeret ma yar war he c'hlud

- Petra c'houre dit, den difeiz
Dismegañs din ober a rez"

Na paotr ar yar pa n'eus klevet
Er-maez en ti eñ a zo aet

Er-maez en ti eñ a zo aet
De glask ar barner da gavet

Pa oa gant an hent o vonet
Ar barner beoc'h en deus kavet

Ar barner beoc'h, ar skrivagner
Hag henhont, Fañch an hucher

"Demat deoc'h ho tri asambles
Rak me zo deut d'ho klask ekspres

'Vit goud ha c'hwi 'n eus ar pouvoar
Na da varnañ prosez ur yar

- Oh, ya sur, 'me ar Juj de pe
Klevet 'moa brud dimeus a se

Me ne c'houlan a neb feson
E c'hoar'fe poan gant ar person"

Na da bemp kant skoed eo bet aet
Prosez ar gozh yar milliget

Prosez ar gozh yar milliget
Biskoazh hi ne devoa dovet !


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)