Plac'hig yaouank deus Pluzulian
Marv ar bloaz-mañ 'kreiz he c'hoant
Lala lala lala lè-nig
La lala lala lo
Lala lala lala lènig
La lala lala lo !
Marv ar bloaz-mañ 'kreiz he c'hoant
'Sellet deus ur milour arc'hant
Lala lala...
'Sellet deus ur milour arc'hant
Oa roet de'hi gant he galant
He mamm a lâras de'hi un deiz
"Jezuz, ma merc'h, na koant oc'h-c'hwi !
- Petra a servij din bout koant
Pa n'on ket 'vit kavet ma c'hoant
Gwell eo ma c'hoant da blijout din
'Vit n'eo madoù pa ne fell din
Madoù a ya, madoù a da
Karantez jamez ne guita"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)