Patronez dous ar Folgoat (Douce Patronne du Folgoat)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Patronez dous ar Folgoat (Douce Patronne du Folgoat)

Chansons Bretonnes - Patronez dous ar Folgoat (Douce Patronne du Folgoat) Lyrics

Patronez dous ar Folgoat
Hor mamm hag hon Itron
An dour en hon daoulagad
Ni ho ped a galon
Harpit an Iliz Santel
Avel diroll a ra !
Tenn hag hir eo ar brezel
Ar peoc'h, O Maria !

Eus an Arvor, ar Gorre,
Ni 'zeu d'ho saludiñ
Holl ez omp ho pugale,
Holl ho karomp, Mari !
Tud ar Gorre, Arvoriz,
Diredet omp hirio
Da bediñ 'vit an Iliz
Da bediñ 'vit hor bro

Gwechall er vro-mañ 'veve
Ur paour berr a spered
Salaun "ar Foll" ne ouie
Netra koulz lavaret
Daou c'her : Ave Maria
Setu e holl bedenn :
N'ehane ket d'o c'hanañ
Diwar skourr e wezenn

'Vel ur mor en em ledas
Ar brud dre Breizh a-bezh
Ha Breiziz a ziredas
Da bediñ war ar bez
Hag e-lec'h ar bod lili,
Evit ar grasoù bet
O deus savet da Vari
Eun iliz kaer meurbet

Mari, Mamm ar gristenien,
Ma karit an Iliz,
Hepdale deut d'he difenn
Diouzh enebourien kriz
Hirañ ma c'heller gwelet
Er mor 'z eus tarzhioù gwenn
Bagig Sant Per zo strinket
Eus ar garreg d'eben

Ma klevit mat hor pedenn
Mirit nad aimp da goll
Ma c'hellimp kanañ laouen
Evel Salaün ar Foll :
"O mari ! O Maria !"
C'hwi vezo hon Itron
Betek an eur diwezhañ
Renit en hor c'halon


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)