Pach-pi Kallag Pach-pi (Le passe-pied de Callac)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Pach-pi Kallag Pach-pi (Le passe-pied de Callac)

Chansons Bretonnes - Pach-pi Kallag Pach-pi (Le passe-pied de Callac) Lyrics

Passe pié Kallag, passe pié plaen
'N hini oar hen ober, hennezh eo ma den
Dañset ma merc'h ha me gano deoc'h
Da c'hortoz ho mammig d'arruout ganeoc'h

Ho mamm zo dañserez, ho tad a zo mezvier
Gwall bell emañ en noz pa 'n arruont d'ar gêr
Dañset ma merc'h ha me gano deoc'h
Da c'hortoz ho mammig rin ur bouchig deoc'h

Me ne n'on ket dimet, ma karjen e vijen,
Kalz a dud a feson zo deut ouzh ma goulenn
Pilhenn, truilhenn, zo ouzh ma goulenn
Kog an I, Kog an O, Kog an orioù

Dec'h ez on bet dimet hag hiziv am eus keuñv
C'hoant am eus da ouelañ amzer awalc'h am eus
Gouelañ hiziv, gwelañ deiz war-lerc'h
Amzer 'mo da ouelañ ken 'mo bet ma c'herc'h !


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)