P'oan o tiskenn da Vontroulez (Comme je descendais à Morlaix)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes P'oan o tiskenn da Vontroulez (Comme je descendais à Morlaix)

Chansons Bretonnes - P'oan o tiskenn da Vontroulez (Comme je descendais à Morlaix) Lyrics


P'oan o tiskenn da Vontroulez
Direi, dira, ladirei tralala,
P'oan o tiskenn da Vontroulez
Me remerkas va mestrez

Ma mestrezig 'vont davet dour
Ha me o vont d'he sikour

Da sikour pignat ha diskenn
Ar podad diwar he fenn

Ha me c'houlennas diganti
Hag-eñ 'doa c'hoant dimeziñ

Hi ober un tammid hij-skoaz
Hag o komañs da ouelañ

Ma dousig koant, na ouelit ket
Ni vo hon-daou dimezet

Ni 'yel hon-daou d'an Normandi
Da zerc'hel ostaleri

Warc'hoazh ni en em ambarko
War ur vag 'vit Sant-Malo

Da Sant-Malo pe Sant-Brieg
'Vit deskiñ mat ar galleg

Pa oemp erru e Sant-Brieg
Oa lodennet ar galleg

E oa graet e lod d'ar galleg
Hag ivez d'ar brezhoneg

Skrivet galleg war baper gwenn
Da lakaat em jiletenn

Met ma jiletenn a oa toull
Koue'et ar galleg er poull

Ha kaer am-boa touiñ Doue
Bretoned oemp koulskoude


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)