1
O va ene, kanomp bemdez
Da Vari meuleudioù
He oberoù, he holl buhez
A zo leun a vurzhudoù
Gloar da Vari
Ha meuleudi!
Pebezh burzhud evurus
Mari, Gwerc'hez ha Mamm ivez
Gwerc'hez ha Mamm da Jezuz
2
Teod an den a zo gwall zister
'Vit komz diwar-benn Mari
Met he c'halon a zo tener
Holl e c'hellomp he meuliñ
3
Eus ar Werc'hez an holl bobloù
A denn gloar ha sklerijenn
He santelezh, he vertuzioù
A zo skouer ar gristenien
4
Mari lavar d'he bugale :
"Sentit, sentit ouzh Jezuz,
Karit-eñ e-pad ho puhez
Ha gantañ c'hwi vo eürus"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)