Na n'eus ket e Breizh, na n'eus ket unan
Na n'eus ket ur sant, evel sant Erwan
Na n'eus ket ur sant, evel sant Erwan
N'eus ket en Argoad na mui en Arvor,
Koulz ha Sant Erwan 'vit an dud a vor (bis)
Na n'eus ket er vro, dre-holl e larer,
Hag a vez ken mat 'vit al labourer
N'eus ket kaeroc'h skouer d'an dud a lezenn
Evit sant Erwan, skouer ar veleien
Ha d'ar beorien gaezh ha d'an dud a boan
Na n'eus ket gwelloc'h eget Sant Erwan
Ma fell deoc'h an tu da gaout ho mennad
Pedit Sant Erwan, he pedit ervat
Gant tud a bep stad, uhel hag izel,
E peder Erwan a-dost hag a-bell
E-pad e vuhez ur skouer 'vit an holl
Bevomp eveltañ, ne daimp ket da goll
'Vit an holl e oa leun a garantez
Evel gwir vreudeur o degemere
Evel hon Tadoù, int, tud a gredenn,
Lavaromp d'ar Sant, 'n ur gaer a bedenn:
Aotrou Sant Erwan, Patron Breizh-Izel,
Bezañ treitour deoc'h, nann, kentoc'h mervel
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)