Mibien Euret (Les fils Euret)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Mibien Euret (Les fils Euret)

Chansons Bretonnes - Mibien Euret (Les fils Euret) Lyrics

I

- Ma breur Markig, eomp hon daou
D'an nozvezh vras da Goadurjaou

- Ma breur Robart, chomomp er gêr,
Rag ur gwall nozvezh a zigor.

- Na chomfomp, ha na dalefomp,
P'hon eus koñje, mont a refomp.

Ha pa oant prest da bartiañ,
'Komañs ar c'hleier da vrallañ

Komañs ar c'hleier da vrallañ,
Tan ha kurun an horruplañ.

II

En Koadurjaou p'int arruet,
An nor serret o deus kavet

An nor serret o deus kavet,
Holl dud an ti aet da gousket.

Markig Euret a lavare
En toull an nor, hag en noz-se

- Ma c'homper, digorret-c'hwi din,
Evit am bo tan da fumiñ.

- An nor deoc'h na digorin ket,
Klevet am eus oc'h gwall-baotred.

N'oa ket e c'her peurlavaret,
An nor en ti o deus taolet ;

An nor en ti o deus taolet,
An Trikier kozh o deus lazhet.

Merc'h an Trikier a lavare
Diwar hec'h ilin, 'n he gwele

- Ha pa goustfe din pemp mil skoed,
Me 'lakay krougañ Robart Euret !

Me 'lakay krougañ Robart Euret,
E vreur Markig na laran ket ;

E vreur Markig na laran ket,
Hennezh a rankan da gavet.

War o c'hil en ti int bet aet,
Holl dud an ti o deus lazhet

Holl dud an ti o deus lazhet,
An tan warn'e o deus lakaet

III

Triwec'h archer a zo kaset
Da vont da gemer mibien Euret.

An triwec'h archer 'c'houlenne,
Er gêr vihan, war ar pave :

- Paotred yaouank, dimp-ni laret
C'hwi 'c'h eus gwelet mibien Euret

- Mar eo paotred Euret 'glasket,
Distroet amañ, o gwelfet ;

Distroet amañ, o gwelfet,
Me gred eo oute e komzet.

Teir eur hag hanter ez int bet
'C'hoari ar c'hleze, ar fleured ;

'Benn ma oa peder eur sonet,
Seitek an'e a oa lazhet ;

Seitek an'e a oa lazhet,
Nemet unan na eus chomet.

Markig Euret a lavare
D'an hini oa chomet, neuze

- Me a lez ganit da vuhez,
D' vont da glask sikour adarre.

IV

Un archer seitek vloaz 'lare
D'an archer paour, pa hen gwele:

- Ma breur archer, din-me laret,
Pelec'h oc'h bet, pelec'h ma 'z et

- Triwec'h archer a oamp kaset
D' vont da gemer mibien Euret ;

D' vont da gemer mibien Euret,
Seitek ac'hanomp 'zo lazhet ;

Seitek ac'hanomp 'zo lazhet,
Nemet on-me na eus chomet

O deus lez't ganin ma buhez,
D' vont da glask sikour adarre.

An archer seitek vloaz 'lare
D'e vreur archer eno, neuze:

- Me ez a ma-unan ivez,
Da c'houd ha me o aerefe.


V

An archer seitek vloaz 'c'houlenne,
Er gêr vihan pa arrue :

- Paotred yaouank, din-me laret,
C'hwi 'c'h eus gwelet paotred Euret ?

- Mar eo mibien Euret 'glasket,
Distroet amañ, o gwelfet ;

Distoet amañ, o gwelfet,
Me 'gred eo oute e komzet.

Div eur hag hanter ez int bet
0 c'hoari 'r c'hleze, ar fleured,

Ha 'benn ma oa teir eur sonet,
Robart Euret 'oa aereet.

An archer seitek vloaz 'lare
Da Robart Euret, en deiz-se :

- Biskoazh ma far n'am eus kavet,
Biskoazh gant mamm n'eo bet ganet ;

Biskoazh gant mamm n'eo bet ganet,
Nemet da vreur Markig Euret.

N'oa ket e c'her peurlavaret,
Markig Euret 'zo arruet.

Triwec'h troatad a uhelder
A lamp Markig Euret en aer ;

A lamp Markig Euret en aer,
'N archer seitek vloaz 'n e geñver.

Teir eur hag hanter ez int bet
0 c'hoari 'r c'hleze, ar fleured ;

Barzh ma oa peder eur sonet,
E alan d'an archer 'zo manket.

Markig Euret a lavare
D'e vreur Robart, eno, neuze

- Aze, ma breur, e oas tiet,
Penamet 'r paotr-mat Markig Euret

Eomp bremañ d'hon gwele da gousket,
Pa eo ar gombad achuet


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)