Me zo deut betek amañ
Evit kanañ un dañs
Bremañ pa'z on erruet
Na gredan ket a komañs
Abaoe m'he deus taolet
Ur sell tener warnon
Va mouezh a zo diraouilhet
Ha tommet eo va c'halon
Ha bremañ ni 'z ay en-dro
Laouen holl ha seder
'N ur ganañ betek ma vo
Peurskuizhet hon divesker
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)