Me 'm eus choazet evit mestrez
Allo, ma mignon, allo
Me 'm eus choazet evit mestrez
Ur plac'h yaouank, ur bennherez
Div pe deir lev 'mañ deus va zi
Allo, va mignon, allo
Div pe deir lev 'mañ deus va zi
Ha pa ve peder, mont a rin
Mont 'rin war varc'h, mont 'rin war droad...
Mont a rankan 'n ur c'hiz bennak
Daou, tri re voutoù 'm eus uzet
Va mestrez, o vont d'ho kwelet
Mat ar pevare ne rin ket
Rak unan all am eus choazet
Daou, tri re voutoù 'm eus uzet
Avañset mat ar pevare
Avañset mat ar pevare
Ha c'hoazh n'ouzon ket he doare
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)