"Marzhin, Marzhin, pelec'h it-hu
Ken beure-se, gant ho ki du ?
You ! you ! ou ! you ! you ! ou ! you ! ou ! you ! ou
You ! you ! ou ! you ! ou !
- Bet on bet kas kaout an tu
Da gaout dre-mañ an ui ruz
An ui ruz eus an naer-vorek
War lez an aod, toull ar garreg
Mont a ran da glask d'ar flourenn
Ar beler glas ha 'n aour yeotenn
Koulz hag uhelvarr an dervenn
E-kreiz ar c'hoad, lez ar feuntenn
Marzhin ! Marzhin ! distroet en-dro !
Losket ar var gant an derv
Hag ar beler gant ar flourenn
Kerkoulz hag an aour-yeotenn
Kerkoulz hag ui an naer-vorek
E-touez an eon toull ar garreg
Marzhin ! Marzhin ! distroet en-dro !
N'ez eus divinour nemet Dou'
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)