I
- Ma den paour, petra zo degoue'et,
Pa zeut d'ar gêr ker strafuilhet ?
Pa 'z oc'h ker glas evit rejin,
Ma denig paour, leveret din
Pa 'z oc'h ker glas hag ar marv;
Petra zo degoue'et war ho tro?
- Abred a-walac'h e klefet
An doare deus pezh zo degoue'et ;
Abred a-walac'h e klefet
An doare deus pezh 'm eus gwelet.
'Zalek an ti beteg ar vourc'h,
Heul bras o vont, dre son ar c'hloc'h :
An aotrou person penn-kentañ,
Un arc'h lienet wenn razañ,
Daou ejen bras oc'h hi dougen
Sternoù arc'hant diouc'h ho c'herc'henn
Ha kalz a dud o tont war-lerc'h,
Stouet o fenn gant kalz a nec'h.-
II
Sant-Yann, ar mevel, a skoe
War dor ar person, en noz-se.
- Savet, savet, aotrou person!
An aotrou Nevet a zo klañv
Kaset ganeoc'h ar groaz-nouenn,
War an aotrou kozh a zo tenn.
- Setu me deut, aotrou Nevet
Tenn eo warnoc'h am eus klevet ?
Ar groaz-nouenn zo ganin-me
D'ho koñfortiñ, mar ganlan-me.
- N'em eus konfort bet da gaouet
En tu ma c'horf e-barzh ar bed;
En tu ma c'horf me n'am eus ket,
En tu ma ene, laran ket.-
Goude ma oa bet koveset,
D'ar beleg en deus lavaret
- Digoret frank dor ar gêr-mañ,
Ma welin holl dud ma zi-mañ,
Ma fried ha ma bugale
Tro-war-dro demeus ma gwele
Ma bugale, ma merourien
Kerkoulz ha ma servijourien;
Ma hellin, 'n o zouez, kemeret
Hon Aotrou 'barzh mont diouc'h ar bed.-
An itron hag he vugale,
Ha kement oa eno, ouele
Hag eñ ker reizh o frealze,
Ha ker sioulik a gomze !
- Tevet, tevet, na ouelet ket,
Doue eo ar mestr, ma fried
Ho! tevet, ma bugaligoù
Ar Werc'hez sakr ho tiwallo !
Ma merourien, na ouelet ket
Tud diwar maez, gouzout a ret,
Pa ve azv an ed, ve medet
Pa zeu an oad, mervel zo red !
Tevet, tud vat diwar ar maez
Tevet, peorien kaezh ma farrez
'Vel em eus bet soñj ac'hanoc'h,
Ma faotred defint soñj ouzhoc'h.
Eveldon-me i ho karo,
Hag ober a rint mad hor bro.
Na ouelet ket, kristenien vat,
Ni 'n em gavo 'benn ur boutad !-
III
D'ar yaou vintin, aotrou Karne
'Tont deus ar fest noz, c'houlenne,
O tont d'ar gêr, war e varc'h gwenn,
Bordet e chupenn penn-da-benn,
E chupenn voulouz ruz glaou-tan
Bordet penn-da-benn gant arc'hant;
D'ar yaou vintin, aotrou Karne
O tont en-dro a c'houlenne :
- Daoust perak, va zudjentiled,
N'eo ket deut d'ar fest re Nevet ?
Daoust perak, din-me leveret,
Pe oant bet pedet da zonet ?
- An aotrou kozh, 'vel ma glevan,
Zo en e wele chomet klañv
- Mar 'mañ 'n aotrou er gwele klañv,
Deomp da glask kannad ane'añ.-
Pe oant o tegou't gant an gant ar gêr
I a gleve son ar c'hleier.
Digoret frank ar perzhier,
Ha den ebet barzh ar maner.
- Mar 'maoc'h deuet d'e zarempret,
E bered ar vorc'h he gavfet.
Bet 'mañ bet dec'h tan ar marv,
Ha skarzhet mat an holl bodoù ;
An aotrou person d'e sevel
Ha d'e zougen kaer d'ar chapel ;
E itron hag e vugale,
D'e lienañ en arc'h neve.
Setu fresk, amañ, rodoù 'r c'harr
A zo aet d'e gas d'an douar.-
Hag i da douch war o roñsed,
Ha da zegou't gant ar vered.
Pa oant degoue'et gant ar vered,
Ranne o c'halon o welet,
'Welet ar c'hleuier e ziskenn
En toull douar krizh da viken;
'N itron war-lerc'h, gwisket e du,
War he daoulin, oc'h ouela druz ;
Hag he bugale 'youal ken,
Ha sachat blev deus o fenn.
Dek mil den ober kemend-all,
Hag an dud paour dreist ar re all.
Unan ane'o, anvet Malgan,
En deus graet ar maronad-mañ,
En deveus ar werz-mañ savet
En enor d'an aotrou Nevet,
D'an aotrou Nevet benniget,
A oa kendalc'h ar Vretoned
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)