I
Etre Koad ar Skin ha Lezobré
A zo bet assignet eun armé (bis)
A zo bet assignet eur gombat
Doué de reï d'he eur gombad vat
Doué de reï d'he eur gombad vat
D'er ré jomo er ger kelo mat
'N Otro Koad ar Skin a lavaré
De Varquiz Lezobré ha neuzé.
Bet am euz pouwar gand ar Roué
De donet dez lahan Lezobré
Mar t'euz bet ar pouwar diant hañ
Diskouez d'in ta de bouwar amañ
Disteran feuillen zo 'n em godell
Rofent ket de lenn d'eur seurt azen
Na mar-g-on me azen a dra zur
Me ne-n-on ked azen dre natur
Me ne-n-on ked azen dre natur
Me zad e oa brudet eun den fur
Me zad e gundué eun armé
He vab Lezobré e ra ivé
Ma ne t'euz ket anveet me zat
Me a rei did anveot hi vap
Distera tol klevé a skoé
Hanter kant d'en douar e gouéé
Hi bacheic bihan oé en tu all
Diskaré mui pe gement all
Er Roué Franz pén èn euz klevet
D'hi bacheic bihan n'euz lavaret
Et de lavaret de Lezobré
Na donet amañ de gomz gané
Er pacheic bihan e zaludé
Barz en ker er Roc'h pa'n arrié :
Bonjour ha joa oll èr ger mañ
'N Otro Lezobré pelec'h emañ ?
'N Otro Lezobré a oa prezant
A rezpontaz out han prontamant
Na 'mar g-é Lezobré a glasket
Ec'he deuz ar Markiz e komzet
Lavaret a zo dac'h Lezobré
De donet de gomz gant ar Roué
En ti er Roué pen arrijet
Morian ar Roué e kombadjet
Markiz Lezobré pa'n euz klevet
Ter gwech d'an douar ec'hé koueet
Pach bihan ar Roué hen savaz
Ha neuze ar markiz e laraz :
Dibr d'in iéta me hankane gwen
Laka eur brid arc'hant en he benn
Dibr d'in-me hankane buhanañ
Ma inn deustu de Zantez Annañ
En Santez Annan p'e arriet
De Zantez Annan n'euz lavaret :
Ne ke c'hoaz triwac'h bla echuët
Hag en triwac'h kombat e on bet
Sur haman a vo an diweban
Ma n'em zikouret Santez Annan
Me rei d'ac'h kalir ha platinen
Eur belek de laret an overn
A vo d'ac'h 'deuz an henor aplañ
Mar em sikouret Santez Annan
II
Pach bihan ar Roué e laré
De Varkiz Lezobré ha neuzé :
Ma oufen 'vez secret Lezobré
Kred hardi, me en ez kelenfé
Pan antreï er zal er Morian
Neuze tol dour benniget ganthan
Pe reï Morian eul lamp en èr
Laka da glevé d'hen digemer
Pa dolo he zillad d'en douar
Neuze tol de ré prestik war var
III
Bonjour d'ac'h Roué ha Rouanez
D'ho koelet on deut en ho palez
Ne ket c'lioaz triwac'h bla echuet
M'euz bét en inor dond d'ho kwelet
Markiz Lezobré d'in o leret
Na me Morian a gombadjet ?
Diesset 'ne an aman d'in er zal
Ni hon daou a c'hoario raktal
Lahet oé Morian ar Roué
Glac'haret e oll a gement zé
Selle aze me zign war baper gwenn
E hellez bale e pep tachen
Sell a zé me sign war baper du
Hellez mond de valé è pep tu
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)