Mamm an avaloù (La mère des pommes)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Mamm an avaloù (La mère des pommes)

Chansons Bretonnes - Mamm an avaloù (La mère des pommes) Lyrics

- Dampet vo ma violans! eme ar sonerien,
Ret vo sevel ur chanson war sujet ur we'enn

Ar we'enn-mañ zo plantet war vordig ur rivier,
'Barzh un tamm parrez vihan, dremdost da Landreger

Redek a ra he gwrizioù partout dre ar c'hoajoù,
Glas eo 'vel ur c'hlizinenn, ha karget a avaloù.

Tapout krog en he brankoù zo pec'het veniel,
Tañvaat deus he avaloù a zo pec'het marvel.

Nag ur bagad pichoned, o vont treuzek ar c'hoad,
Zo pozet war he brankoù, ha manet kousket mat;

Ur bagad chaseerien a zo bet tremenet,
Hag o deus bet anleuvet darn deus ar pichoned;

Hag ar peurrest a gane, gant ur vouezh a oa trist :
- « Marv eo mamm an avaloù ! na evfomp ken a chistr !

« Met bremañ ni a yelo da Vourdel, davit gwin,
« Nag an tan difoueltr biken d'ar vro na deufomp ken


(1) Une autre leçon donne ici le couplet suivant:

Ar we'enn 'zo bet plantet war vord an abati
Me gred un abat yaouank a gomand warnezhi.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)