Klemmoù ur wreg yaouank (Plaintes d'une jeune mariée)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Klemmoù ur wreg yaouank (Plaintes d'une jeune mariée)

Chansons Bretonnes - Klemmoù ur wreg yaouank (Plaintes d'une jeune mariée) Lyrics

Me gave din gwech dimezet
E vijen bet eürus meurbet
E vijen bet eürus meurbet

Mez padal siwazh d'am c'halon
Gwasoc'h evit ur vatezh on

Ur vatezh, hiziv gourdrouzet,
Ma kar de'i, warc'hoazh na vo ket

Hi a zastumo he dilhad
Hag o lako en ur pakad

Hi laro d'he mestr, d'he mestrez
"Keno ha trugarez ivez !

Ho ti me zo 'vont da guitaat
O ya vat sur, a galon vat"

Petra servij din skournijell
Krennet ac'h ê ma divaskell

Me ho ped, tadoù ha mammoù
Pa zimefoc'h bugaligoù

Da leuskel 'ne, 'n anv Doue,
Da heuilh bepred o bolontez

Ar gwashañ tra zo war ar bed
Ar gwashañ tra a ve gwelet

Eo daou zen yaouank dimezet
Ha pere na 'n em garont ket


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)