Habitanted Montroulez, dont a ran d'ho pediñ
D'am sikour ha d'am c'helenn ma c'hellin kompoziñ
Ur chanson a gimiad da bevar den yaouank
Goude intent o rezon hervez o santimant
Deuz an tenn an diwe'añ zo bet er bloaz prezant
E-barzh en kêr Montroulez, ar pevar den yaouank
O deus tennet o fevar an numero izel
Partiet int d'an arme pa oar deut d'o gervel
Hag o deveus prometet bezañ kamaradoù
Etre ma vint en arme betek soufr ar marv
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)