Ar vinorezig, 'draoñ al lann,
'Deus glac'har da varv he mamm;
- Medi noz-deiz o estlammiñ,
He c'hovezour 'n deus poan ganti.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
P'oa war bez he mamm 'n orezon,
'Klevas an hanternoz o son;
Klevas an hanternoz o son,
Erru koulz ar prosesion.
Erru ez int en teir vandenn,
Re du ha re c'hris ha re wenn.
'N touez ar re du a wel he mamm,
O Doue, pebezh da estlamm !
Deiz war-lerc'h da noz 'z ya 'darre
War bez he mamm d' bediñ Doue.
P'oa war ar bez en orezon,
'Klevas an hanternoz o son
'Klevas an hanternoz o son,
Erru oa koulz 'r prosesion.
Erru int etre teir vandenn,
Re du ha re c'hris ha re wenn.
'N touez ar re c'hris a wel he mamm,
Na doa ket kement a estlamm.
Deiz war-lerc'h 'noz ez ya 'darre
War bez he mamm d' bediñ Doue.
Pa oa war ar bez, 'n orezon,
'Klevas an hanternoz o son;
Klevas an hanternoz o son,
Erru koulz ar prosesion.
Erru int etre teir vandenn,
Re du ha re c'hris ha re wenn.
Touez ar re wenn a wel he mamm,
Neuze na doa ken a estlamm.
'N he tavañjer ez eo kroget,
En pevar zamm deus hen lakaet,
He mamm evel-hen deus lâret
- Penamet out en gras Doue,
'M boa da diframmet a bezhioù,
'Vel ma rez d'az tavañjeroù !
Ur bugel a t'eus bet dalc'het,
Em anv a t'eus hen lakaet,
Hag hennezh en deus ma salvet! -
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)