Me zo ur bugelig paour
O hirvoudiñ gant enkrez
Kollet am eus gwasoc'h 'vit aour
Kollet am eus ma mestrez!
O, pegoulz zistroy-te
Davedon, ma mestrezig?
Deus c'hoazh en-dro, deus c'hoazh din-me
Pe gweñviñ 'ray ma c'halonig
Me zo ur bugel hep chañs
Ar gwinizh gwenn 'm eus mesaet
Mes unan all, gant an droug-rañs
Siwazh, en deus hen medet !
O, pegoulz...
Me zo ur paotr falleürus
Kalet eo ma flanedenn !
Ha ma spered anoazus
Ne gav ket nemet anken !
O, pegoulz...
Me garje bout an avel
'Vit redek ar vro dre-holl
Da adkavout an Durzhunell
A zo 'vidon-me war goll
Mez, birviken ne welin
Ma mestrez ken war ar bed
An avel bras a lavar din
Siwazh eo paourig marvet !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)