Tro mare ar c'huzh-heol, oe klevet trouz neizheur
Trouz ur vag a oe klevet o tonet gant an dour
Ha strap, ha son an drompilh hag an taboulinoù
Ken a sone ar c'herreg war lein ar menezioù
Ha me monet da welet ; ha me welis netra
Nemet Marc'haid ar gerc'heiz, pav-kamm, o pesketa
"Marc'haid, Marc'haidig, te nij uhel ha pell
Petra nevez zo digoue'et e-barzh e Breizh-Izel ?
- Netra nevez zo digoue'et e-barzh e Breizh-Izel
Nemet e tri c'horn ar vro zo strafuilh ha brezel
Savet an holl Vretoned, plouiziz ha noblañs,
Ha na vo fin d'ar brezel ma na gav an dud chañs"
Neb o gwele dastumet da vont da harzoù Breizh
E tachenn Kergrist-Moelou, d'ar yaou fask, tarzh-an-deiz,
Peb arkebut war o skoaz, pep bleun roz eus o zog,
Pep kleze eus o c'hostez, banniel ar feiz a-raok
Ha pa oant o vonet kuit, i zo aet d'an iliz
Evit kimiadañ sant Per koulz hag an Aotrou Krist
Hag o tont eus an iliz 'n em stouont er vered :
"Arsa 'ta, Kernev-Uhel, setu ho soudarded !
Setu soudarded ar vro, soudardet unanet,
Evit difenn ar gwir feiz rak an Hugunoded
evit difenn Breizh-Izel rak Bro-Saoz ha Bro-C'hall,
Kement a wast hor bro-ni, gwazh eget an tan-gwall
Hag o tont eus ar vered, e-leizh a c'houlenne :
"Men a gavimp mezher ruz d'en em groazañ breme ?"
Ken a droc'has kalonek paotr maner Kergourtez :
"Kemeret skouer diganin hag e viot kroazet aes !"
Ne oa ket e gomz gantañ, e gomz echuet mat
Oa toullet gwazhenn e vrec'h ken a strinkas ar gwad
Ha war dal e borpant wenn, ur groaz ruz a oa graet
Hag a-barzh nemeur amzer o holl e oant kroazet
Pa oant e-kichen Kallag o vonet gant an hent
E klevjont kleier Duhot o son an ofern-bred
Hag i distreiñ war o c'hiz en ur lâret 'n ur vouezh :
"Kenavo kleier Mari ! kenavo kleier kaezh !
Kenavo 'ta, kenavo, kleier kristeniet !
Alies en deizioù-lid ni hon eus ho prallet !
Ra blijo gant an Aotrou, hag ar Werc'hez santel,
Ma ho prallefimp-ni c'hoazh pa vo fin d'ar brezel !
Kenavo, bannieloù sakr, pere hon eus douget
Oc'h ober tro an iliz, e pardon Sant-Servet
Ra vimp ker gouest da zifenn hor bro hag ar gwir feiz
Hag ez omp bet d'ho terc'hel war an dachenn, en deiz !
Da hijo Doue ar rev ! da vo gweñvet an ed
Gweñvet e douar ar Gall, trubard d'ar Vretoned !
Ra ganomp-ni da viken, en ur vouezh, paotred Breizh :
Biken ! biken n'embaro an annoar hag ar bleiz"
Ar ganaouenn-mañ zo graet abaoe 'm omp aet an hent
E-barzh ar bloaz mil pemp kant daouzek ha pe'ar ugent
Graet gant ur c'houer yaouank, war un ton da gano
Kanet-hi paotred Kernev, da laouenaat ar vro
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)