Ur priñs yaouank é vonet d'e rejimant
Ha eñ a lâras din e oen d'e santimant
E oen d'e santimant
Dalc'hit plac'hig, dalc'hit ma diamant
Àr ho kalon lakait ma c'hroez argant
Àr ho kalon lakait ma c'hroez argant
C'hwi o gwarno din tre ma vin er rejimant
Un deiz 'oen é labourat, me a glewas un drouz
Me a glewas un drouz, soudarded é tonet
Kerzhit ma c'hoer, àr benn Mane Gwegan
Ha gwrait ur sell, c'hwi 'welay priñs yaouank
C'hwi a welay priñs yaouank é tonet
A vo getoñ, un tropad soudarded
A vo getoñ pemp kant artilheri
Ha kement 'rall ag an infanteri
Boñjour, boñjour, boñjour deoc'h priñs yaouank
Ha deoc'h iwe, femelennig yaouank
Ha deoc'h iwe, femelennig yaouank
Mes 'd eo ket c'hwi ma dous Mari Sulian
Mes 'd eo ket c'hwi ma dous Mari Sulian
Kar àr ho piz 'd eus ket ma diamant
Kar àr ho piz 'd eus ket ma diamant
Àr ho kalon 'd eus ket ma c'hroez argant
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)