Na selaouet holl dud yaouank, hag e klevfet ur son drist
Marv eo gwrizienn ar butun, diskaret danvez ar chistr,
Maro eo gwrizienn ar butun, diskaret danvez ar chistr,
Ar mezvier pa glev kement-mañ e galonig a ya trist
Pa'n antreo 'n ostaliri, e c'houlo ur chopinad
An ostizez a vo prestik hag a responto evat
Petra ret gant ur chopinad, kemeret ur voutailhad
Hag et du-se 'r gambr da gostez‚ me ho servijo ervat
P'oa aet er gambr da gostez ouzh an daol eo aze'et
Hag hen goul' eus an ostizez ha ne oa ket a besked
N'eus ket a besked, ma mignon, ma karet ho po uioù
Ma n'ho po ket walc'h an'he‚ c'hwi 'n nevo chosizennoù
Ha pa oa leun kof ar mevier, ha pa n'helle ken lonkañ
Hag hen gervel an ostizez evit donet da gontañ
Evet oc'h eus tri fodad gwin, debret un dousenn uioù
Ha pemp kwennegad a vara, un dousenn chosizennoù
Triwec'h real oa priz ar gwin, daouzek gwenneg an uioù
Ha pevar gwenneg war'n ugent oa priz ar chosizennoù
Ha pevar gwenneg war'n ugent oa priz ar chosizennoù
Ne ouie ket penaos er bed-mañ 'hell padout e vouelloù
Pa voe ta e zorn n'e c'hodell n'en devoa met c'hwec'h gwenneg
Oa priz ur voutailhad gwechall, mez bremañ eo kaeraet
'N ostizez pa wel kement-se warnezhañ e sailh araok
Lemmomp dehañ c'hoazh e chupenn n'hon eus ket awalc'h e dog
Setu diwisket hon mezvier ha taolet war ar pave
Hag an noz a oa teñval, glav hag avel a rae ivez
Pa oa taolet war ar pave hag hen komañs da ouelañ
Rouined am euz ma fried, me ma-unan da gentañ
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)