Ar meliner (Le meunier)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ar meliner (Le meunier)

Chansons Bretonnes - Ar meliner (Le meunier) Lyrics

Ar meliner war ar choser, ma dousig !
Ar meliner war ar choser,
Kanañ ha c'hwitellat a ra
Digou tradira ladira dondeno
Kanañ ha c'hwitellat a ra
Me zo 'vonet davetañ

Davetañ, oh! na n'it ket, ma merc'hig !
Davetañ, oh! na n'it ket
Davetañ, oh! na n'it ket
Digou tradira ladira dondeno
Davetañ, oh! na n'it ket
Gant aon na vec'h gwall aozet

Fichet ma maladenn din, ma mammig !
Fichet ma maladenn din
Fichet ma maladenn din
Digou tradira ladira dondeno
Fichet ma maladenn din
Me ya ganti d'ar vilin

Er vilin pa oan erruet, ma dousig !
Oa aet an dud da gousket

- Dihunet holl dud an ti, ma dousig !
Ha deut da zisammañ din

- A-benn a zigasin deoc'h, ma dousig !
Peseurt ed a zo ganeoc'h ?

- Kerc'h ha segal hag ed-du, ma dousig !
Mar mal ar vilin war he zu

- Pe e ra pe ne ra ket, ma dousig !
Ho madalen vo malet

'Mañ ar vilin o valañ flour, ma dousig !
Ni hon daou raio l'amour "

Ha dre ma ya ar bleud er sac'h
Ar meliner a stard ar plac'h

" Meliner paour, ma lezet
Bandenn ma brozh a dorrfet

Bandenn ma brozh satin wenn
A goust ur pistol ar walenn

- Arc'hant a-walc'h zo er vilin
Da brenañ brojoù satin

Kemenerien a zo er vro
Hag arc'hant a zo d'o faeo

- C'hwi yey d'ar foar, me na n'in ket
Un tavañjer din a brenfet

Un tavañjer vo graet gant gloan
Da bakañ ma hini bihan

C'hwi yey d'ar foar, me na n'in ket
Hag ur c'havell din a brenfet

Ur c'havell graet gant koad Rouan
Hag a luskello e-unan

A luskello dre ma huñvre
C'hellin neuze ledañ koue "

Neuze ma Margodig d'ar gêr
Ha karget de'i he faner

Un troc'had voulouz war he choug
Ha Margodig a-raok a zoug


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)