Gwechall, va mamm garet,
Me 'm eus bet plijadur
Pa vezen luskellet
C'hwi a gane d'ho krouadur
Gwechall, va mamm garet,
Me 'm eus bet plijadur
Da vintin pa saven
Me 'm eus bet plijadur
Pa lâren va fedenn
C'hwi 'bede gant ho krouadur
Da vintin pa saven
Me 'm eus bet plijadur
E-pad va holl buhez
'Vit m'am bo plijadur
C'hwi 'gano din bemdez
Kanit, kanit d'ho krouadur
E-pad va holl buhez
'Vit m'am bo plijadur
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)