An intañvez paour (La pauvre veuve)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes An intañvez paour (La pauvre veuve)

Chansons Bretonnes - An intañvez paour (La pauvre veuve) Lyrics

Mar plij ganac'h a selaoufet
Ur werz a zo newez savet;
D'un intanvez iaouank eo gret,
A zo 'newez marw hi friet,

Hi fried-paour newez-maro,
M'ia 'nn intanvez da vale-bro;
M'ia er bloa-ma da glask hi boed;
Da di hi aotro ez eo et.

- En han' Doue un tamm bara;
N'am euz bet elwenn en de-ma,
Rag am euz tri a vugale,
N'am euz bruzunn da reï d'ez-he! -

- Na mar t'euz tri a vugale,
Kerz d'ar ger, laz un ann ez-he;
Kerz d'ar ger, laz unann a dri,
'Wit reï d'ar re-all da zebri! -

Ann intanvez paour 'z ia d'ar ger,
Evel un den en disesper;
Ann intanvez paour 'z ia d'ar ger,
En aviz lazan hi bugel.

- 'N han' Doue, mamm, un tamm bara!
- N'hon euz bet elwenn en de-ma;
N'hon euz bet elwenn en de-ma,
Prest eo hon c'halon da faïa!

- A be-lec'h 'rofenn d'ac'h bara?
Ha na euz tamm bars ann ti-ma!
Na euz tamm ebars ann ti-ma,
Me ia gant m' c'houtell d'ho laza!

Ur bugel bihan oa en ti,
Oajet a daou viz, n'oa ket tri,
E-meaz he gawell eo lampet,
'N kichenn he vamm 'eo daoulinet.

Burzud! hag hen euz bet komzet:
- 'N han Doue! mamm, n'hon lazet ket,
Me iel' wit ar bloa da glask boed,
Lec'h bikenn james n'am gwelfet.

'Nn intanvez paour' ia 'n hi gwele,
O klewet 'vel ma prezege;
Et 'n hi gwele, manet kousket,
'R Werc'hes en ti zo antreet:

Antrenn ra ar Werc'hes en ti,
Ha seiz goulou-koar dira-z-hi:
War ann daol ho deuz-hi pozet,
Da gichenn ar c'hawel eo et.

'Nn intanvez paour a c'houlenne,
Di-war hi c'hilinn, 'n hi gwele:
- Petra 'zo d'ar c'houlz-ma ann noz,
P'on et em gwele da repoz ! -

- M' eo intanvez, ar Warc'hes sakr,
'Zo deut a-beurz Doue, hi mab,
Wit n' lazfet ket ho pugale,
Rag beza 'po bara d'ez-he;

Rag beza 'po bara d'ez-he
Ha d'ac'h ho unann 'po iwe:
Ann ed hadaz 'nn aotro 'r beure,
A vezo daro kent ann de. -

- Segal daro d'ann Nedelek,
Pez biskoas den na euz gwelet
- It-c'hui d'ar park ha medet-han,
Digasset d'al leur, dornet han.

Kasset-han d'ar forn, poazet-han,
Ha pa vezo poaz ar bara,
Kasset 'n tamm d'ez-han da dava,
Met n' gasset ket nemeur d'ez-han;

Met n' gasset ket nemeur d'ez-han,
Hennes vo he damm diweza!
- Dalet m' aotro, un tamm bara,
Segall-newez wit ar bloa-ma! -

- Pa vez bikenn hen laret din,
Eo bara-newez offrez din;
Eo bara-newez offrez din,
Na oufenn bikenn da gredi.

Pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te 'zo dilijant ha buhan,
Prepar din-me ma inkane
Ma 'z inn da c'houd ar wirione. -

En leur 'nn intanvez p'eo arruet,
Ann ed 'n deuz gwelet goustellet:.....
Ann douar endann-han 'zo rannet,
'N kreiz punz ann ifern 'z eo kouezet!

Kriz vije kalon nep vije
'N leur 'nn intanvez, mar na oelje,
O welet c'hoas ann den brutal
'Sevel he benn war-c'hore 'nn douar;

'Sevel he benn war-c'hore 'nn douar,
Hag o lavaret gant glac'har:
- Ma zudou kez, mar am zentet,
'Nn aluzon d'ar paour a rofet! -


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)