An huñvreoù kaer (Les beaux rêves)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes An huñvreoù kaer (Les beaux rêves)

Chansons Bretonnes - An huñvreoù kaer (Les beaux rêves) Lyrics

Pa'z omp aet en hent edo tarzh an deiz
O c'houlaouiñ drant penn menezioù Breizh } (bis)
Hag e kanemp holl hag e kanemp hir
D'hon huñvreoù kaer a oa deut da wir } (bis)

Pa oa deut kreisteiz e oamp faezh ha skuizh
Rak an hent oa serzh hag an heol oa kriz
Hag e kanemp start hag e kanemp gwell
D'hon huñvreoù kaer a oa aet da bell

Pa oamp deut en-dro e oa yen an noz
Hag ar bed e kañv 'dan ar stered kozh
Hag e kanemp c'hoazh 'kreiz an avel foll
D'hon huñvreoù kaer a oa freuzet holl

Pa'z aimp c'hoazh en hent e vo fall pe vrav
Petra vern avat, kanañ raimp atav
Kanañ raimp dalc'hmat, kanañ raimp bepred
D'hon huñvreoù kaer a zo trec'h d'ar bed


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)