An hini gozh eo va dous,
An hini gozh eo sur !
Ha koulskoude, war a welan
An hini yaouank ar vravañ
An hini yaouank a zo koant
An hini gozh he deus arc'hant
Me ned an morse d'ar marc'had
Na ro din-me gwerzh boutailhad
An hini gozh am c'hondu mat
An hini gozh a zo d'am grad
Ha koulskoude e-barzh e kêr
An hini yaouank a gerer
An hini yaouank zo ken sonn,
An hini gozh un tammig kromm
An hini yaouank zo lijer,
An hini gozh a zo pounner !
An hini gozh he deus blev gwenn,
An hini yaouank blev melen
An hini gozh liv radenn sec'h,
An hini yaouank liv an erc'h
Liv an erc'h eo hag hi ken yen
Ma ne sell ket ouzhin hepken
Ha koulskoude, n'ouzon perak,
Va c'halon 'ra tik-tak, tik-tak !
Tik-tak a ra va c'halon baour
Pa 'z an da skeiñ war doull an nor
Tec'h alese, tec'h kuit, tec'h pell ;
An hini gozh a zo kant gwell
An hini gozh a zo kant gwell
Ne ra ket tailhoù dimezell
Diaket an dimezelled,
Diaket e teir rann ar bed
Dimezelled ne reont bepred
Nemet goap eus ar Vretoned
Pa daolan dorn war benn he glin
An hini gozh a c'hoarzh ouzhin
An hini gozh zo Bretonez
An hini yaouank zo Gallez
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)