An delioù 'zigor en derv
Kent evit digeriñ er fav;
An delioù 'zigor en derv
Kent evit digeriñ er fav;
Bleiz a c'hed an tarv....
- Osa ! skes ! skes !
Osa ! skes ! skes !-
Bleiz a c'hed an tarv:
Deus dek mervel a ray nav,
Yann an tarv, ha Gwilhaou ar Bleiz
A zo daou gillen, war va feiz:
Yann an tarv, ha Gwilhaou ar Bleiz
A zo daou gillen, war va feiz:
Laou en aod zo' c'hedal,
-Osa ! skes ! skes ! (bis)
Laou en aod zo' c'hedal,
Yannig o tont o neuial.
- Mar bevin fresk eo a glasket;
Evit an deiz n'ho pezo ket:
Met kerniel hir lemmet,
- Osa ! skes ! skes ! (bis)
D'ho tivouellañ, mar keret.-
Katellig fur, an erminig
A c'hoarzhe a-rez he zoullig:
- Sellet peger soublik
- Osa ! skes ! skes ! (bis)
C'hoari Gwilhaou penn-toullik,
Gwilhaou penn-toullig a c'hoari;
Paourik ! war vegig kerniel kriz.
Me gave din oa gwell.....
- Osa ! skes ! skes ! (bis)
Gwell da zont 'vit e gerniel.
- Yann ya d'an traoñ, Yann ya d'an nec'h:
- Ai-ta ! dao, Gwilhaou, war e lerc'h !
Difreiz vi evitañ;
- Osa ! skes ! skes ! (bis)
Skuizh eo, kamm eo; te zo skañv !
- Skuizhet a-walc'h emañ ganin
Bremaik e reisionnin !
- Ao ! ao ! Yann-ar-Saoz, tec'h !
- Osa ! skes ! skes ! (bis)
'Mañ an diaoul bras war da lerc'h !-
Prajoù o deus-int tremenet,
Poazhiñ ar geot i o deus graet;
Parkoù deus-int treuzet,
- Osa ! skes ! skes ! (bis)
Na c'hreunio na kerc'h nag ed.
Na vroñso gwez el liorzhoù;
Pikouz ar bleuñ, 'vel gant ar glav.
Me garfe, 'm gwirionez,
Osa ! skes ! skes ! (bis)
'N em dagfent 'n eil egile!
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)