An drougrañs (La rupture)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes An drougrañs (La rupture)

Chansons Bretonnes - An drougrañs (La rupture) Lyrics

Ma oufen-me lenn ha skrivañ, evel a ouzoun rimel,
Evel a ouzoun rimel,
Me a rafe ur son nevez,
O! lalari lalarilala
Me a rafe ur son nevez, ur son, ha na ven ket pell.

Me wel erru va mestrezig, dont a ra trezek hon ti ;
Mar gellan-me kaout an tu, me a brezego outi.

- Drouklivet, va mestrezig koant, drouklivet-bras ho kavan,
Abaoe m'ho kwelis er pardon, e miz even diwezhañ

Ha pa ven-me 'ta, den yaouank, ha pa ven-me drouklivet !
An derzhienn vraz zo bet ganin, abaoe pardon Folgoet.

- Deuit-c'hwi ganin, va dousig, deuit tre el liorzh ganin,
Me ziskouezo deoc'h ur rozenn eno 'touez al louzoù fin ;

Ker gae ha ker brav oa eno, hag hi savet war ar bod !
Diriaou beure pa he c'havis oa ker ruz hah ho tivjod.

Deoc'h e lavaris serrañ mat tor ho kalon, va mestrez,
Na vije aet an dud e-barzh, 'touez al louzoù hag ar frouezh ;

Ha n'hoc'h eus ket sentet ouzhin, hag hoc'h eus hen digoret,
Ha setu gweñvet ar bleuzvenn, kollet ganeoc'h ho kened.

Ar garantez, ar yaouankiz, kaerañ traoù zo er bed-mañ
Bleuzviñ a reont ha koeñviñ an eil hag eben buan.

Amzer omp bet o 'n em garout n'he deus ket padet gwall bell ;
Tremen he deus great, plac'h yaouank, evel ur barrad avel.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)