Alc'houez an eürusted (La clé du bonheur)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Alc'houez an eürusted (La clé du bonheur)

Chansons Bretonnes - Alc'houez an eürusted (La clé du bonheur) Lyrics

Pa oan em zriwec'hvet bloavezh
Plac'hig hep nec'h ebet (bis)
E voe roet din un alc'houez
alc'houez an eürusted } (bis)


Ha setu me aet dre ar vro
Hag em dorn an alc'houez
Evit klask er bed tro ha tro
Dor gaer al levenez

War an hent bras hir a heulien
Pell diouzh bro an Arvor
Eus an eürusted a glasken
Ne gaven ket an nor

Skedet he deus va braventez
En tiez alaouret
Med va naon gant o holl danvez
Biskoazh n'eo bet torret

Livirit din, tudjentil vat,
E pelec'h vo rekis
Redek 'vit ma c'hellin tañvaat
Huñvre va yaouankiz

P'her c'havoc'h, tost da benn ar bed
Kuzhet gant ar gwez bras
Mammenn an daeroù 'vo hesket
En ho taoulagad glas

Setu-me, un deiz, degouezhet
Krommet gant ar gozhni
E-tal un ti, hanter-gouezhet
Goloet a ginvi

Gant an alc'houez e tigoris
Dor an ti hep toenn
Ha war an oaled e welis
Lec'h va c'havellig gwenn

Anaout a ris va zi a-benn ;
Ennañ em eus kresket
Ennañ, va mamm, war he barlenn
He deus va luskellet

Kouezhet eo va zi tamm ha tamm
Va eürusted ivez
An eürusted ha ti va mamm
N'o deus 'met un alc'houez


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)