Yannig an difouper neizhioù (Yannig le dénicheur)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Yannig an difouper neizhioù (Yannig le dénicheur)

Chansons Bretonnes - Yannig an difouper neizhioù (Yannig le dénicheur) Lyrics

Kavet 'peus da saout 'ta Yannig,
Kavet 'peus da saout 'ta ?
- Ne 'm eus ket, ne 'm eus ket,
Gwelloc'h 'geto 'm eus kavet
- Ne 'm eus ket, ne 'm eus ket,
Gwelloc'h 'geto 'm eus kavet

Petra 'peus kavet 'ta Yannig,
Petra 'peus kavet 'ta ?
Un neizh pig, un neizh bran
Hag un neizhig laouenan

Peseurt vioù 'z'enno 'ta Yannig,
Peseurt vioù 'z'enno 'ta ?
- Unan ruz, unan gwenn,
Unan glas, unan melen

Degas din unan 'ta Yannig,
Degas din unan 'ta
- Ne roin ket, ne roin ket,
Ar re-se 'zo 'vit ma gwreg

Peseurt gwreg az peus 'ta Yannig,
Peseurt gwreg az peus 'ta ?
- Unan vihan, unan dev,
Hag a sav e mare vrav

Da bet eur e sav 'ta, Yannig,
Da bet eur e sav 'ta ?
- Etre dek eur ha kreisteiz
'Sav ar big diwar he neizh

Peseurt soubenn 'ra 'ta, Yannig,
Peseurt soubenn 'ra 'ta ?
Soubenn pesk, soubenn fresk,
Soubenn vijil alies


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)