Lui
Va dousig koant, o ya, dra sur (bis)
C'hwi rafe din kalz plijadur
Dam da ram da la da
Ma c'hellfen ho taremprediñ
Dam da ram da la di
Ret e vo deomp-ni, va mestrez (bis)
Mont d'ar pardonioù alies
Dam da ram da la da
Evit gellout 'n em ziduiñ
Dam da ram da la di
Elle
N'eo ket ret mont d'ar pardonioù
'Vit kaout e-leizh a ebatoù...
Gwell eo ganin teufec'h d'am zi...
Lui
Ma na dafe den d'ar pardonioù
Chomfe ar per, an avaloù...
Ne vefent gwerzhet da hini...
Elle
M'ho trugareka, servijer
'M eus defot avaloù, na per...
M'ho peus arc'hant, mirit int-i...
Lui
Livirit din 'ta, va mestrez,
C'hwi gemerfe priedelezh ?
Ha c'hwi gavfe aes dimeziñ
Elle
Dimeziñ a zo trubuilhus
Ur plac'h yaouank zo ebatus
Un den yaouank zo disoursi
Lui
Ma chomfe an holl tud yaouank
Ar bed a vefe kalz re frank
Ret mat eo d'an dud dimeziñ
Elle
Nag a bed hini 'vez gwelet
Er briedelezh enkrezet
Ha ganto gwall verr ar peuriñ
Lui
Ken'vo ma mestrez, a laran
Houmañ eo va c'homz diwezhañ
Birviken n'en em welimp mui
Elle
Deuit, gounezet on, m'hen tou,
Va dousig koant, gant ho komzoù
Ma'z aimp hon-daou da zimeziñ
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)