Un Doue a zeu d'ho kervel
Ha da ginnig deoc'h pardon
Diredit d'an iliz santel
Da reiñ dezhañ ho kalon
Tostait, buan, kristenien,
Sentit ouzh mouezh Doue
An deiz-mañ dreist-holl vo laouen
Ha pinvidik d'hoc'h ene
Ha pa vec'h evel ur wezenn
Sec'h he delioù ha difrouezh
Dre zour nerzhus ar binijenn
C'hwi a vleunio a-nevez
Tostait, buan, kristenien,
Sentit ouzh mouezh Doue
An deiz-mañ dreist-holl vo laouen
Ha pinvidik d'hoc'h ene
Digor eo divrec'h hor Salver
D'ho stardañ gant karantez
Rak glac'har gwirion ar pec'her
D'an neñv holl ro levenez
Tostait, buan, kristenien,
Sentit ouzh mouezh Doue
An deiz-mañ dreist-holl vo laouen
Ha pinvidik d'hoc'h ene
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)