Troad an Eginane (La tournée de l'Aguilaneuf)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Troad an Eginane (La tournée de l'Aguilaneuf)

Chansons Bretonnes - Troad an Eginane (La tournée de l'Aguilaneuf) Lyrics

In nom'ne Patris et Fili,
Doue d'ho pennigo en ti
- Eginane ! Eginane !

Hemañ un ti kaer hag uhel !
Hag e weler dimeus a bell !
- Eginane ! Eginane !

C'hoazh he weler a belloc'h c'hoazh,
Panevet en he dro koad bras.
- Eginane ! Eginane !

Ni zo deuet da doull ho tor
Da gerc'hat kig da drompañ 'n dour.

- Eginane ! etc.

- Abredik-mat em' oc'h deuet,
'Mañ c'hoazh ar penn moc'h war e dreid.

- Ni zo triwec'h a baotred vat
Hag hen dalc'ho da doll e wad.

- Ma c'hi gousk e penn ar bern plouz,
Et d'hen lazhañ, kigerien lous.

- N'eo ket ni eo torfetourien
Evit lazhañ neb ho tifenn.

- Mard oc'h-hu Eginanerien,
Pelec'h emañ ar sonerien ?

- En ur lammet a-dreuz ar wazh,
Emañ bet krevet ar sac'h bras.

- Ma c'hig zo d'al lae, er solier,
Ha pelec'h ma 'r skeul na c'houier.

- N'eo ket ret kaout skeul d'ar c'hazh,
Evit pakat logod pe razh.

- Aet eo ar c'hrweg da Sant-Divi
Hag aet an alc'houe'où ganti ;

Alc'houez ar c'hig, alc'houez al laezh,
Alc'houez pezh zo en tiegezh.

- Ganeomp zo deut un alc'houe'er,
Hag hen ur mailh en e vicher.

- A-barzh ma teufec'h 'barzh an ti,
Skorno ar glav eus beg ho fri.

- En an' Doue komzet seven ;
An noz zo du, an avel yen.

'Mañ an avel diwar Releg,
Pa na vresk na buoc'h na kazeg.

En an Doue, hastet, tud ker,
Ni 'neus c'hoazh seizh lev da ober.

- Mard oc'h paotred hag o deus beg
Komzomp nebeut ha komzomp c'hwek.

A-barzh dont tre 'barzh an ti-mañ,
Diskoulmet skoulmoù zo amañ

Distaget din en ur ger krenn :
Piv zoug e gig war e groc'hen ?

- An havreg kozh war-lerc'h an den.
A zo e gig war e groc'hen.

- Piv a ya kentañ d'ar marc'had,
An daeloù en e zaoulagad ?

- Penn an hent meur eo, me oar'vat,
Ar glizh war e zaoulagad.

- Pa'z oc'h-hu paotred hag a oar,
Laret pet pluenn zo er yar.

- Kement a bluñv a zo er yar
Ma zo stered en-dro d'al loar.

- Laret din, dre hoc'h eginan,
Peseurt galloud zo el loargann.

- Al loargann, war-dro Nedeleg,
A laka lin e peb havreg.

Pa'z oc'h paotred hag o deus fri,
Piv zo furch-difurch dre an ti ?

Piv an itron aet da vatezh,
Kollet ganti bleuñ ha perlez .

- Hounnezh a zo ur valaenn,
Kollet ganti he bleuñ melen.

- M'em beus ur we'ennig em liorzh
Gwelloc'h he ruskenn hag he c'horz ?

- He ruskenn a ra lien gwenn
Hounnezh a zo ur ganabenn.

- M'em beus ur we'en all tal ar stank,
Hag un neizhig zo war bep brank,

Hag ur viig zo e peb neizh,
Ha kant mil dozvet en un deiz -

Mard oc'h 'vit laret petra
C'hwi po grad-vat ha kefridi.

- Me laro deoc'h en ur begad :
Hounnezh zo ur we'en derv 'vat,

Hounnezh a zo ur derv
Nemet mez razarc'h diouzh he zro.

- Un tiig plouz, ur savig mein,
Am beuz c'hoazh, Eginanerien,

Hag ennañ ouzhpenn kant mil kel,
Hag enno kant mil dimezell.

Mard oc'h 'vit gout petra reont-i,
C'hwi po grad-vat ha kefridi.

- Gant ho krad-vat ha kefridi,
Ni yelo tre 'barzh en ho ti

Ar re-se a zo ho kwenan,
A c'houl reiñ deomp hon eginan.

Me wel ar gouloù dre an ti,
Hag ar c'hrweg ur gontell ganti.

Ganti ur gontell en he dorn ;
Ha me gav din ya d'ar c'helorn.

- Ni na roy tamm kig ebet deoc'h,
Ma n'emañ 'n aour yeotenn ganeoc'h.

- Pa zeuy an eost, pa zeuy ar foenn,
Ni gaso deoc'h an aour yeotenn.

- Ni na roimp tamm kig ebet deoc'h,
Ma n'emañ ar person ganeoc'h.

- Evitañ da vezañ den tre,
Ni a c'houlenn en an' Doue.

- Didostait 'ta 'mañ, mab ar wrac'h
Didostait amañ gant ho sac'h

Didosta ivez, marc'h ar c'hig,
Ma vezi sammet manifik.

A-barzh ma tigouezhi d'az ti,
Vo broud da gein gant an hili.

- Loskomp ur youc'hadenn bremañ,
Pa deuzomp bet hon eginan

Pa deuzomp bet un troatad gwenn,
Ha kerc'h ha segal c'hoazh ouzhpenn.

Ur youc'hadenn d'ar vamm, d'an tad,
Ha da vugale an tiad

C'hwezh ar yec'hed gant ho paotred !
C'hwezh al lavand gant ho merc'hed !

Bloavezh c'hwiled, bloavezh glizh,
Bloavezh kerc'h ha bloavezh gwinizh !

E-barz ho liorzh kanab gae
A-benn ma teuio ar miz mae !

Mae e bleuñ, even e greunenn,
Hag e gouere ar wastell wenn !

Hag e gouere ar wastell wenn,
Ha ni neuze 'n ho kourc'hemenn !

Na deomp-ni en-dro da vale,
Paotred vat, ken na zeuy an deiz.

Nemet en ti evel hemañ,
Ne gavimp ket koulz eginan.
- Eginane ! eginane !


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)