paroles Chansons Bretonnes Toutouig

Chansons Bretonnes - Toutouig Lyrics


Toutouig la la, va mabig
Toutouig la la

Da vamm a zo amañ, koantig
Ouzh da luskellat, mignonig

Da vamm a zo amañ, oanig
Dit-te o kanañ he sonig

En deiz all e ouele kalzik
Hag hiziv e c'hoarzh da vammig

Toutouig la la, 'ta paourig
Poent eo serrañ da lagadig

Toutouig la la, bihanig
Ret eo diskuizhañ da bennig

Toutouig la la, rozennig
Da zivjod war va c'halonig

Da nijal d'an neñv, va aelig
Na zispleg ket da askellig


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)