Soubenn al laezh (La soupe au lait)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Soubenn al laezh (La soupe au lait)

Chansons Bretonnes - Soubenn al laezh (La soupe au lait) Lyrics

Sonit-hu, sonerien, sonit munut ha ge
Emañ 'r soubenn al laezh o vont war an trebez

Sonit-hu, sonerien, sonit munut ha stank
Emañ 'r soubenn al laezh o vonet war ar bank

Sonit-hu, sonerien, sonit munut ha ge
Emañ 'r soubenn al laezh o vont 'barzh ar gwele

Kentañ tamm anezhi, kentañ tamm anezhi
Kentañ tamm anezhi zo d'ar Werc'hez Vari

An eil tamm anezhi, an eil tamm anezhi
An eil tamm anezhi zo d'ho pried ha c'hwi

'N trede anezhi zo d'ho tad ha d'ho mamm
Oc'h bet maget ganto 'n amzer ma oac'h yaouank

P'vare tamm anezhi zo d'ho preur ha d'ho c'hoar
Ha da gement hini a zo deoc'h hiziv kar

'R pempvet tamm anehi a zo d'ar vignoned
Hoc'h eus darempredet betek deiz hoc'h eured


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)