Sonig da c'hoarzhin (16) ( Petite chanson comique )
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Sonig da c'hoarzhin (16)   ( Petite chanson comique )

Chansons Bretonnes - Sonig da c'hoarzhin (16) ( Petite chanson comique ) Lyrics

O na dek gwech on bet dime'et
O jopiteno falla dirida,
Ha dek gwech on bet intañvet
O jopiteno falla dirideno
O jopitanleno falla la dirida

Un deiz beure 'vont davit tan
E varvas an hini gentañ

'Vont da dommañ p'e devoa riv
Varvas un all, setu oa div

O vont da vale d'he c'homer
Varvas un all, setu oa teir

Na gant ur c'hofad yod fritet
E oa foeltret ar bedervet

O lakaat un tamm yod en tremp
Varvas un all, setu oa pemp

O lakaat un tamm piz e glec'h
Varvas un all, setu oa c'hwec'h

O lakaat ar skabell war vreiz
Varvas un all, setu oa seizh

Lemel ar kabell diwar vreiz
Varvas un all, setu oa eizh

O tibab piz a vesk ar fav
Varvas un all, setu oa nav

O vont da gousket beg ouzh veg
Varvas un all, setu oa dek !

Hag hiriv mar bez klouar
Kasin ma dek gwreg d'an douar

Ha digwener goude ma lein
In da daol douar war o c'hein

Ha disadorn goude kreizteiz
Teuy sonerien war o bez

Teuy sonerien war o bez
Mar dans re, all me yey ivez

Bremañ em eus unan yaouank
N'he deus nemet ur bloaz ha kant !


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)