Son ur soner (Chanson d'un joueur de biniou)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Son ur soner (Chanson d'un joueur de biniou)

Chansons Bretonnes - Son ur soner (Chanson d'un joueur de biniou) Lyrics

Un amourouz me am eus bet oh ie
Un amourouz me am eus bet (bis)
E oa soner ne ouien ket

'Tapis ma dorn 'n e c'hodelloù
Evit kavet mouchoueroù

Evit kavet mouchoueroù
Ha ne gaviz met ur *chedo

Neb a labour gant ar re-se
C'hounez gwin hag arc'hant gante

C'hounez gwin hag arc'hiant gante
**'Vit bevañ kalz a vugale

Vit bevañ kalz a vugale
Hag ur plac'hig koant ma vije

Un devezh eh is d'an ofern
N'oa ket ennon en hini a garen

Ha me ober ur sell dreist d'am skoaz
Ma weliz ma dous koant e oa

E oa he daouarn gourgroazet
En hi heurioù he chapelet

Dont 'ret gane d'ober ur bal
Me lâro deoc'h piv a vo pal

'Balamour n'Aotrou Geryven
Gant e bennadig blev melen

Ha biskoazh n'eo ket bet troc'het
Met da benn ar bloaz e vo graet

Rak ar Roue 'n eus kemennet
Troc'hañ o blev d'al lamponed.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)