Son Fest an Arvel ( Chants de noces - 5. Chanson de la Fête de l'Armoire)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Son Fest an Arvel ( Chants de noces - 5. Chanson de la Fête de l'Armoire)

Chansons Bretonnes - Son Fest an Arvel ( Chants de noces - 5. Chanson de la Fête de l'Armoire) Lyrics

AN DEN YAOUANK

Selaouit, va dous intañvez,
Deut on d'ho ti d'ober al lez ;
Bremañ degouezhet an amzer
Da zilezel pe da ober (bis)

AN INTAÑVEZ

Er bloavezh-mañ na zimezin
Na biken va c'hañv na dorrin ;
D'ar gouent eo ret din monet
Leac'h on gant Doue gortozet.

AN DEN YAOUANK.

D'ar gouent c'hwi na yelo ket,
D'am c'hear-me ne lavaran ket
Ar rozenn hag al louzoù fin
Zo mat da lakaat er jardin.

AN INTAÑVEZ

Ar rozenn zo mat d'ar jardin,
D'ar vered ar wezenn ivin
Kemeret am eus da bried
An hini 'neus krouet ar bed.

AN DEN YAOUANK

Dalit, dalit, va dousig koant;
Dalit va gwalennig arc'hant ;
Lakit-hi war ho torn bremañ,
Pe m'he lakay deoc'h va-unan

AN INTAÑVEZ

Biken gwalenn na gemerin,
Na biken d'am biz na lakin,
Nemet gwalenn diouzh dorn Doue
Pehini en deus bet va feiz.

AN DEN YAOUANK

C'hoant hoc'h eus eta d'am lakaat,
D'am lakaat da vervel timat ?

AN INTAÑVEZ

Den yaouank, me ho tigollo
Diouzh ar pred kollet war va zro ;
Diouzh ar pred hoc'h eus-hu kollet,
0 c'hedal gwalenn an eured ;
Me bedo Doue deiz ha noz
Ma em gavimp er baradoz.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)