Son ar c'hilhog (La chanson du coq)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Son ar c'hilhog (La chanson du coq)

Chansons Bretonnes - Son ar c'hilhog (La chanson du coq) Lyrics

Bravañ kilhog a zo er vro
Toul a ri titra, toul a ra
Toul a ri titra la dira
Bravañ kilhog a zo er vro
Zo e ti an Aotrou Salio

Bale a ra ken digajet
N'emañ na gwaret na treujet

Hag e bluenn a zo ker fin
Evel ar seiz hag ar satin

Hag e bluenn a zo ker flour
Evel ar seiz hag ar voulour

Kanañ a ra ker magnifik
'Vel an ograoù pe ar muzik

Fachet outañ holl dud e di
Balamour ma teu d'o dihuniñ

Ispisial Izabellig
A garfe vije marv mik

- Mard out ivez ur yarig koant
Me zo ivez kilhog vailhant

Ha me zo Roue ar c'higi
Me gano d'an eur ma kari

Hag e vije droug en da gof
Me gano d'an eur hanternoz

Gant ur ganadenn, war ar gloued
Me rei ar soudard asuret

Gant ur ganadenn war ar c'hlud,
Me a zihuno holl an dud


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)