A Gastell-Paol da Lannuon
A Gernev da Ouelou
Ez eus bet savet meur a son
Diwar an evajoù
Evidon, keit ha ma vevin,
Me gav din e larin
Netra ne blij din-me
'Vel ur banne kafe
Netra ne blij din-me
'Vel ur banne kafe
Ur vamm pa glev he bugel kaezh
O ouelañ 'n e gavell
Gant ur banne kafe gant laezh
A ra dezhañ tevel
Ha neuze div vouezhig vihan
A-unan a vouskan :
Netra ne blij din-me...
Ha pa'z eas Fañch, ar paotr faro,
Da welout Janig vrav
A laras dezhi : "Du-mañ zo
Chistr ha gwin leun ar c'hav"
Met Jann a respontas a-benn
D'ar c'haezh den he sonenn :
Netra ne blij din-me...
En tiegiezhoù pinvidik
Emañ bet a-viskoazh
Ar c'hiz da ginnig kafe rik
War-lerc'h ar predoù bras
Aotrouned hag intronezed
A gleved o laret :
Netra ne blij din-me...
Ar paour ivez, mesk al ludu,
En ur pod pri faoutet
A domm ur banne kafe du
A-raok mont da gousket
Hag hep soñjal 'n e baourentez
'N e wele ec'h huñvre :
Netra ne blij din-me...
Kentañ labour ar martolod
Kerkent m'eo dihunet
Eo redek da zifenn e lod
Eus an dour du karet
Hag ur wech leinet mat, d'e dro
E laro, hep distro :
Netra ne blij din-me...
Ar c'hafe zo ul louzaouenn
Hep par dreist pep hini
Ha n'hellan ket en ur sonenn
Kaer a-walc'h he meuliñ
Va son a vefe kalz re hir
Pa'z eo gwir, en ur ger :
Netra ne blij din-me...
Me a varvo ivez moarvat
Evel pep krouadur
Ha m'ho peus c'hoant neuze, tud vat,
D'ober din plijadur
C'hwi verko war va bez dister
Don ha sklaer, en eizh ger :
Netra dezhañ / dezhi 'n blije
'Vel ur banne kafe
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)