A-raok! Breizhiz a bep kanton
A-raok! Paotred ar bobl vreton
Didrec'h ma be tro hon c'halon
An Erminig Du!
Arouez glorius hon tadoù
Unvaniezh o bagadoù
Ni gaso c'hoazh d'ar stourmadoù
An Erminig Du!
Lidomp an Erminig
Kanomp an Erminig
War he zreid, emañ sav-sonn
Gwenanenn du ar Breton
En peb tiegezh ez eo maget
War ar bannieloù ez eo staget
Dispakañ ra deus a bep tu
An Erminig Du!
Erminigoù Du Breizh-Izel
Ken alies bet er brezel
Digorit frank ho tivaskell
Dreist ar Menez-Du !
Dispakit ho flemm da bikat
Enebourien yud hon broad
Savomp holl bep a gestennad
D'an Erminig Du !
Lidomp...
Strewet, renket war hon banniel
Int 'vel 'n Aer-listri en avel
Mar bez red difenn Breizh-Izel
Prest da vont diouzhtu !
Selaouet ! An heklev sklintin
A zegas o sordon lirzhin
A-raok ! Setu deut ar mintin
Tec'het an noz du !
Lidomp...
Mar deu c'hoazh, un deiz da zonet
"Taro" ha "Bleiz" da'r Vretoned
Strinkañ rayo deus peb oaled
An Erminig Du !
Mil ha mil loenig en fulor
A nijo dre an oabl digor
Hag a vounto 'maez an Arvor
Tirvi, Bleizi Ruz !
Lidomp an Erminig
Kanomp an Erminig
War he zreid, emañ sav-sonn
Gwenanenn du ar Breton
En peb tiegezh ez eo maget
War ar bannieloù ez eo staget
Hi a ziwall Breizh a bep tu
An Erminig Du!
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)