Son al Leur Nevez (La chanson de l'aire neuve)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Son al Leur Nevez (La chanson de l'aire neuve)

Chansons Bretonnes - Son al Leur Nevez (La chanson de l'aire neuve) Lyrics

Ma zud oa aet d'al leur-nevez
Ha me d'o heul d'ar fest ivez

- Son, kloc'h Nizon,
Son, son,
Son, kloc'h Nizon
Son, son !

D'al leur-ne oant aet d'ar maner,
Fae vi'e bet ganin chom er gêr!

- Son, kloc'h Nizon, etc.

Paotred eno na vanke ket,
Na merc'ked koant, - ho - kenneneubet.

Dridal a rae na c'halon
O kle'out ar sonerien son.

Pa welis ur plac'h o tañsal,
Ken drant evel un durzhunall,

He daoulagad evel glizhenn
War ar bleun spern-gwenn, da vintin,

Hag he ker glas evel bleun-lin ;
He dent ker kaer evel mein-fin ;

He neuz ken drant ha ker laouen :
Hag hi mont da sellet ouzhin,

Ha me mont, da sellet outi.
Ha me mont goude d'he fediñ,

D'he fediñ 'vit ur jabadaou,
Ha ni war an dachenn hon-daou !

Tre ma oamp gant an abadenn
Me waske war he dornig gwenn

Hag hi c'hoarzhin, c'hoarzin ken dous,
Hag un ael eus ar barados

Ha me mont da c'hoarzhin outi
Ha ne garen mui nemeti.

Me yelo d'he welet henoazh,
Ur voulouz ganin, hag ur groaz

Ur voulouzenn du hag he c'hroaz,
Prenet e foar Sant-Nikolaz,

Sant-Nicolaz, hor patron bras,
A vo brav war he gougig noazh,

Hag ouzhpenn, ur walenn argant
Da lakaat war he bizig koant,

Da lakaat warnan da vizoù,
Ma soñjo ennon 'wechigoù.

0 tont en-dro a di ma dous,
Digoue'et ganin 'r c'hemener kozh

Ar c'hemener em eus kavet,
Hag ar son-mañ en deus savet.

- Son, kloc'h Nizon, Son, son !


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)