Porzhier, digoret an nor-mañ!
An Aotrou Rohan zo amañ,
Ha daouzek mil soudard gantañ,
Da lakaat seziz war Wengamp.
- An nor-mañ na vo digoret
Na deoc'h na da zen all ebet,
Ken na lâro dukez Anna,
A zo mestrez war ar gêr-mañ.
- Digoret vo ar perzhier-mañ
D'ar priñs diwirion zo amañ
Ha daouzek mil soudard gantañ,
Da lakaat seziz war Wengamp ?
- Va dorioù a zo morailhet,
Va mogerioù zo kreñvaet,
Fae ve ganin deus o c'hlevet
Gwengamp na vo ket kemeret.
Na pa vent triwec'h miz aze,
Na ve ket kemeret gante
Karget ho kanol ; poan ha bec'h !
Ha gwelomp piv en devo nec'h !
- Tregont boled a zo amañ,
Tregont boled 'vit e gargan
Poultr na vank, na plom tamm ebet
Na staen da ober kenneubet. -
Tre m'ed'o tistroiñ ha pignet,
Gant un tenn poultrenn oe tizhet,
Gant un tenn poultr demeuz ar c'hamp,
Gant un den anvet Goazgaram.
Dukez Anna a lavare
Da c'hwreg ar c'hanolier neuze :
- Aotrou Doue ! petra vo graet ?
Setu ho pried paour tizhet !
- Na pa ve ma fried marv,
Me rafe ma-un' en e dro
Hag e ganol me e gargo,
Tan ha kurun ! ha ni welo !
Oa ket he ger peurachuet,
Ar mogerioù zo bet freuzet,
An norioù a zo bet torret
Ha leun ar gêr a zoudarded.
- Deoc'h, soudarded, ar merc'hed koant,
Ha din an aour hag an argant,
Hag holl teñzorioù kêr Wengamp,
Hag ouspenn ar gêr he-unan !-
Dukez Anna en em strinkas
War he daoulin, pa e glevas :
- Itron Varia-Gwir-Sikour,
Ma piijfe ganeoc'h, hor sikour ! -
Dukez Anna dal' ma glevas,
Trezek an iliz a redas
Ha war he daoulin 'n em stouas,
Ha war an douar yen ha noazh :
- Ha c'hwi garfe, gwerc'hez Vari,
Gwelet ho ti da varchosi,
Ho sakristi da gav gwin
Hoc'h aoter vras da daol kegin ?-
Ne oa ket peurlâret he c'her,
Ma teuas ur spont bras e kêr
Gant un tenn kanol oa laosket
Ha nav c'hant den a oa lazhet
Ha gant ar strak an euzhusañ,
Ha gant an tier o krenañ
Ha gant son-vrall an holl gleier,
O seniñ o-unan e kêr.
- Pachig, pachig, pachig bihan,
Te zo prim, ha skañv ha buan,
Kae timat da veg an tour-plad,
Da c'hout piv zo o vrañsellat.
Eus da gostez zo ur c'hleze,
Mar ka'ez den bennak aze,
Mar ka'ez den bennak o son,
Plant da gleze en e galon ! -
O vont d'al lae, eñ a gane,
O tont d'an traoñ, eñ a grene
- Beg an tour-plad edon-me bet,
Ha den ebet n'em eus gwelet;
Ha den eno n'em eus gwelet,
Nemet ar Werc'hez venniget,
Ar Werc'hez hag he mab, avat,
'Re-se a zo o vrañsellat.-
Ar priñs diwirion lavare
D'e soudarded, pa e gleve :
- Sternomp hor c'hezeg, ha d'an hent !
Ha laoskomp o zier gant ar sent -
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)